logo_bagad.JPG (9543 octets)

 

 

                                                Piou omp  ( Eus pe lech emaomp ? )

Pa oamp nemet bugaligou bihan tre , e oa toniou evit luskellat ahanomp . Goude , meur a doniou  amzer dremenet ,hon eus klevet e peb lec'h , e peb momed . Kalz plijadur hon eus son anezho adarre , evit derc'hel ar jadenn , e spered tud a zo o klevout ac'hanomp , araok  e vefenn kaset e noz an disonj .

E bloavez 1973 , bagad  Hospital Kemper oa aet d'an anaon .

Be oa sonerien felle dezho ober eur bagad all , evit sonin  toniou ar mare , hag ouspen , toniou gwechall .

Breman , Bagad Ar Re Goz  , anavezet e kalz broeziou , zo klevet o son an toniou-se , e mod bloaveziou hanter kant .

Evel just , eur bladenn a zo bet graet ganto e bloavez 2001 . Toud an toniou n'int ket laket . O sonj ober eur bladenn all emaint .

E ker Kemper en em gavont bep sizun evit sonan , hag evit gouzout an toniou e vo choazed . Be zo sonerien koz eus pell a zeus ganto e goueliou meur : Kemper , Douarnenez pe Pont-'n Abad   Tud eus Roazhon , Sant Brieg , Kerhaez ,Naoned, Paris , Gwened pe Brest : plijout a ra dezho nem bodad , evit sonin  ton-bale  Kadoudal pe luskellerez Brec'hedig  , gwisked e mod o bro .

E peb lec'h a reont , pe e  Breizh pe e lec'hiou all , kasout a reont ganto plijadur , gwiriegezh ha kalz levenez  !

 

Distro